Napoleon (pe Napoleone en italianeg, ar yezh orin) zo un anv-den brezhonek ha saoznek ral hiziv hon deiz, a zeu, a-hervez, eus "Neapolis" (kêr Naplez) hag ar ster orin a vije "eus Naplez".
Hervez tud zo e vefe ur ger gregach, "Napoleoun", deuet eus "napè" pe "napos", a dalv kement ha "traonienn goadek" ha "leon" ; gant se e talvezfe an anv kement ha "leon an draonienn". [1]
Napoleon II (1811-1832) mab d'an impalaer Napoleon Iañ ha Marie-Louise Aostria, dug Reichstadt, roue Roma, lesanvet « l'Aiglon » (an ererig), a oa da ren war e lerc'h e dad met ne voe ket lezet d'ober (15-tez war ar paper), e anv gwir Napoleon Francis Joseph Charles Bonaparte. Beziet e voe e Vienna, a-raok e vefe treuzlec'hiet e veziadur da Panthéon Pariz e 1940 war gourc'hemenn Adolf Hitler ;
Napoleon III, pe Charles Louis Napoléon Bonaparte (1808-1873) a voe Prezidant ar Republik eus 1849 da 1852, a nac'has kuitaat ar galloud hag a reas un taol-stad gant an arme hag a voe neuze "Impalaer ar C'hallaoued" dindan an anv Napoléon III eus 1852 da 1870.
Napoleon, unan eus ar moc'h er romant Animal Farm gant George Orwell; mar deo tapet e anv diwar hini an impalaer gall eo anat e tenn al loen da Jozef Stalin; er romant gallek eo lakaet "César" ar pemoc'h, evit chom hep feukiñ kizidigezh al lennerien c'hall moarvat.
Digoradenn Napoleon, un digoradenn implijet er c'hoari echedoù anvet diwar Napoleon Bonaparte en dije c'hoariet anezhi, a-hervez, a-enep an Turk, ur mekanik da c'hoari echedoù a oa bet savet en e amzer.