E 2006, e oa 187 432 a dud o chom enni. 600 000 a dud avat zo er veurgêr, ha kêrbenn ekonomikel Wallonia eo. Evit an niver ag annezidi eo trede meurgêr Belgia, war-lerc'h Brusel hag Antwerpen, hag ar pevare kêr war-lerc'h Antwerpen, Gent ha Charleroi.
Douaroniezh
Liège a zo bet savet er c'hember ar stêr Mosa / Meuse hag an adstêr Legia, war ur savenn a-us d'un draonienn lagennek alies goloet gant dour.
Anv
Leudicus / um (Liber historiae Francorum)
Leodius, pe Leodio (Vita s. Landiberti episcopi Traiectensis vetustissima)
Leodicus Vicus (dibenn VIIIvet kantved)
Neonsigo ? (bedonier Ravenna)
Gerdarzh
pe eus ar ger leudicum, heñvelster publicus, da lavarout ar pezh a zo stag ouzh an tailhoù. Liège e vefe bet ul lodenn eus domani ar roue bet roet d'an eskob.[1]
pe eus anv an adstêr Legia hag e gember amañ gant ar Mosa / Meuse.[1]
Ardamezioù
Istor
Tud
An eskob Landibertus / Lambert eus Maastricht, bet drouklazhet amañ n 17 Gwengolo, war dro 705. Sebeliet eo bet e Maastricht da gentañ, hag e Liège war dro 715.
Hugobertus / Hubert, a zo bet eskob war lec'h Lambert, ha staliet e Liège. Mont e reas da Vaastricht da gerc'hat korf Lambert evit e sebeliañ e Liège en iliz-veur bet savet war lec'h ar muntr. War lec'h Hubert, holl an eskibien a zo bet staliet e Liège, mes bepred anvet eskibien Tongeren.
Nancy Gauthier, Régis de la Haye, Hansgerd Hellenkemper, Titus Panhuysen, Marie-Thérèse Raept-Charlier, Alain Vanderhoeven : Topographie chrétienne des cités de la Gaule, des origines au milieu du VIIIè siècle. XII. Province ecclésiastique de Cologne (Germania Secunda). De Boccard. 2002