Republik Kazakstan pe, ent-berr Kazakstan (kazakeg : Қазақстан , Qazaqstan , [qɑzɑqˈstɑn ] ; rusianeg : Казахстан , [kɐzəxˈstɐn ]), a zo ur vro vras-ec'hon eus Azia ar C'hreiz , un darnig vihan a zo en Europa avat, er c'hornaoueg d'ar stêr Oural . Dre he gorread eo an navet brasañ bro eus ar bed, met didud a-walc'h eo, gant 6 den dre km², abalamour d'ar stepennoù dezherzhek. Un tammig en tu-hont da 15 milion a dud a oa o chom enni e 2005 . Bevennoù he deus gant Kevread Rusia , Republik Pobl Sina , Kyrgyzstan , Ouzbekistan ha Turkmenistan . Hediñ a ra ivez Mor Kaspia . Kazakstan a oa ur republik eus an ez-Unaniezh Soviedel . Bremañ eo ezel eus Kenglad ar Stadoù Dizalc'h .
Istor
Politikerezh
Ur Republik ur Prezidant en e benn eo Kazakstan.
Nursultan Nazarbayev a oa bet addilennet evit 7 bloavezh e 1999 goude dilennadegoù Prezidant ha ne oant ket bet kavet reizh gant an Aozadur evit ar Surentez hag ar C'henlabour en Europa . Abaoe eo bet addilennet bep tro.
E miz C'hwevrer 2014 en devoa Nursultan Nazarbayev kinniget ma vije kemmet anv ar Stad : Kazakh Eli "Tir ar Gazaked" e vije an anv nevez[ 1] .
Rannvroioù
14 oblys (proviñs) a zo, ha 3 c'hêr (qala *) : Almaty, Almaty *, Aqmola (Astana ), Aqtobe , Astana *, Atyrau , Batys Qazaqstan (Oral ), Bayqongyr *, Mangghystau (Aqtau ), Ongtustik Qazaqstan (Shymkent ), Pavlodar , Qaraghandy , Qostanay , Qyzylorda , Shyghys Qazaqstan (Oskemen ), Soltustik Qazaqstan (Petropavl ), Zhambyl (Taraz ).
Douaroniezh
Kartenn Kazakstan
2,7 milion km² a zo d'ur vro, ken bras ha kornôg Europa.
Nursultan eo ar gêr-benn abaoe miz Mezheven 1998 , e-lec'h Almaty .
Armerzh
Poblañs
Liammoù diavaez
Notennoù
↑ Time Magazine , 24/02/2014, p. 7.