Ur jederez zo un ijinenn hezoug elektronek evit eeunaat ha suraat ar jediñ, eus ar jedadennoù niveroniel eeun betek ar jedoniezh kemplezh. E deroù ar bloavezhioù 1960 e voe krouet an hini gentañ, ha war he lerc'h e teuas war wel ar jederezioù godell er bloavezhioù 1970 goude bezañ dispaket ar mikroprosesor Intel 4004 gant Intel evit ar gompagnunezh japanat Busicom. Gant ar grug elektronek e teuas bihanoc'h o ment ha dereatoc'h o friz.
Bremañ emañ skalf ar jederezioù eus ar re varc'hadmat-kenañ, mentet evel ur gartenn-vank, betek ar re solut evit ar burev pe al labour skiantel hag a c'hall ober jedadennoù trigonometriezh ha stadegouriezh. Un benveg boas eo evit ar skolidi hag ar studierien.
Ar jederezioù n'int ket mekanikoù, ardivinkoù int. Ne ziskennont ket diouzh an ijinennoù jediñ mekanikel eta, diouzh an urzhiataerioù kentañ ne lavarer ket rak gant ar reizhiad daouredel e reont o jedadurioù. Kemer a rejont o flas pa voe aet ar munudikaat war-raok, er bloavezhioù 1970. Dedennus eo gwelout peseurt binvioù a voe ijinet gant diaraogerien ar jederezioù elektronek avat.
E 1948 e voe fardet ar jederez Curta, un ijinenn jediñ hezoug, ken aes da zornata hag ur pebrer ha gant ur zordnikell evel ur vilin-gafe. Gallout a rae ober ar peder oberadenn diazez hag ar gwriziennoù karrez.
Un douchennaoueg o devez gant pouezelloù evit ar sifroù hag ar jedadennoù niveroniezhel. Lod anezho o deus pouezelloù "00" ha "000" da enankañ aes niveroù bras. Gant ar jederezioù diazez e klot pep pouezell gant ur sifr pe un oberadenn hepken, gant re all e vez pouezelloù liesimplij alies.
Renkadur ar pouezelloù
Setu amañ renkadur boaz ur jederez godell diazez, hag o zalvoudegezh.