an aveadur ruilh, hemañ o tremen dindan stumm un tren, (anvet strobad ivez) da lavaret eo ur steudad gweturioù stlejet gant ur stlejerez peurliesañ. Bez' ez eus ivez trenioù emlusk enno unan pe daou pe dri strobad gweturioù hep stlejerez. Evel-se e cheller staliañ ar c'hefluskerioù e meur a lec'h (unan pe daou e pep strobad).
Dre astenn, ar ger hent-houarn a vez implijet evit an embregerezhioù-korvoiñ, da lavaret eo ar re a laka an hentoù-houarn da vont en-dro.