Ar gazelenned zo bronneged mistr ha prim a vev e stepennoù, dezerzhioù pe savanennoù Afrika hag Azia.
Rummatadur
En abeg da cheñchamantoù er rummatadur n'emañ ket ken an holl c'hazelenned er genad Gazella evel ma oant.
3 genad zo bremañ : Gazella, Eudorcas ha Nanger.
Ouzhpenn da se e vez roet an anv gazelenn da loened all ivez evel ar springbok.
E-touez ar spesadoù gazelenned emañ :
...