War a seblant ne oa ket gwall anavezet hec'h anv-badez er vro a-raok hec'h amzer ha ne voe ket a barrez anvet Santez Anna a-raok ar XVIvet kantved. Un anv boutin e oa deuet da vezañ avat war-dro fin ar XVvet kantved e Bro-C'hall. Un anv stank e vo e Breizh war-lerc'h emziskouezioù Santez Anna dirak daoulagad Iwan Nikolazig en Alre er XVIIvet kantved.
He bugaleaj
Nebeut a dra a ouzer eus he buhez a-raok marv he zad. Savet e voe dindan evezh Françoise de Dinan, itron Laval ha Kastellbriant. Evel bugale an noblañsed uhel e voe desket dezhi lenn ha skrivañ e galleg ha komz un tamm latin. Hervez ar vojenn he dije desket un tamm brezhoneg gant ur vatezh. Tud zo a lavar n'he devoa ket bet deskamant a-raok erruout e lez ar roue gall, dre ma ne oa ket troet he zad gant ar sevenadur. Koulskoude e oa ur barzh en e lez, a gane e glodoù, hag a oa anvet Jean Meschinot.
Sellet e veze outi gant priñsed ar broioù amezek rak Breizh a oa ur preizh mat evit meur a hini.
Ur bennhêrez
Mab ebet n'en doa bet an dug Frañsez II digant e wreg. Evit dizarbenn an diaezamantoù a c'halled gortoz gwelout e c'houlennas an dug digant Stadoù Breizh anavezout Anna evel danvez dugez e 1486.
Peadra a oa d'arguzenniñ diwar-benn lakaat Anna da bennhêrez rak hervez feur-emglev Gwenrann e 1365 ne oa ket kaoz ne vije ket a vab en unan eus an div familh e oa ar gwir ganti da gaout ar gurunenn, da lavarout eo e ti ar re Voñforzh pe ar re Bentevr.
Ar baotred a oa war ar renk a oa eus daou du neuze:
Hêred a-berzh Moñforzh
Yann II, beskontRoc'han, pried Mari Breizh (merc'h d'an dug Frañsez Iañ). Hep feur-emglev Gwenrann eo e bried a vije bet dugez adal 1469, pa oa marvet he c'hoar henañ Marc'harid Breizh. Neuze eo pried Marc'harid (Frañsez II eta) a rankje bezañ laosket ar galloud gant Yann II. Evit unaniñ e-lec'h rannañ e kinnigas Yann II e timezje e vibien Frañsez ha Yann gant Anna hag he c'hoar. Hogen nac'h a reas Frañsez II.
Jean de Chalon, priñs Orange, mab da Gatell Breizh (c'hoar d'an dug Frañsez II). Hervez divizoù feur-emglev Gwenrann e oa dezhañ e tleed reiñ an dugelezh ma ne oa ket da Anna pe d'he c'hoar.
Charlez VIII, a oa bet e dad Loeiz XI o prenañ gwirioù Nicole de Blois-Bretagne, kontez Pentevr war an dugelezh e 1480. E feur-emglev Montargis e oa anavezet evel hêr gant lod eus noblañsed Breizh.
Jean II de Brosse, kont Penteür (mab da Nicole de Blois ha da Jean Ier de Brosse), met dre ziv wech (e 1480 pa oant bet gwerzhet, e 1485 e oant bet kadarnaet) e oa dilezet he gwirioù gant e vamm.
Alain d'Albret, pried intañv Françoise de Blois-Penthièvre (marvet en 1481), keniterv da Nicole de Blois-Bretagne", en doa lavaret (en aner) en doa gwir drezi war gontelezh Penteür.
Da gentañ e felle dezhañ dimeziñ gant Anna, goude-se dimeziñ e vab dezhi. Prometet e oa bet dorn Isabeau (c'hoar Anna) d'e vab, nemet mervel a reas a-raok an eured.
Eus an dimeziñ d'an eured
He dimeziñ mat eo a glask he zad ober, evit derc'hel penn ouzh roue Bro-C'hall a zo o klask lakaat e grabanoù war Vreizh. Dre ginnig da veur a briñs europat unaniñ an dugelezh ouzh o domani er stumm-se eo e voe gallet kaout skoazell diganto a-enep an enebour.
Da gentañ e voe dimezet en-ofisiel da Edouarzh, priñs Kembre, mab da Edouarzh IV. Nemet pa varvas e dad e 1483 ne voe roue nemet e-pad tri miz, dindan an anv a Edouarzh V, rak lazhet e voe e Tour Londrez gant Richarzh, dug Gloucester, a zeuas da vezañ roue dindan an anv a Richard III.
War-lerc'h e voe soñjet e meur a zimeziñ all:
gant ar C'hembread Herri Tudor (pe Tudur e kembraeg), a zeuy da vezañ Herri VII, a oa deuet da glask repu da Vreizh e 1471 hag a chomas er vro e-pad ur 14 vloaz, met ne oa ket troet gant an dimeziñ-se;
E 1488 e oa faezhet armeoù Frañsez II e Sant Albin an Hiliber, war-lerc'h ar « Brezel Foll », e voe ret d'an dug plegañ da zivizoù feur-emglev Le Verger a oa displeget ennañ ne c'halle ket e verc'hed dimeziñ hep asant ar roue gall.
Daoust da soudarded eus Kastilha hag eus Bro-Saoz da vezañ deuet da skoazellañ arme an dug e 1491, e talc'has La Trémoille (hag a oa bet trec'h a Sant-Albin) gant ar brezel, hag e teuas ar roue gall da lakaat seziz war Roazhon ma oa Anna o repuiñ, evit lakaat e grabanoù warni.
Skrivañ a reas Philippe de Commines, istorour ar roue gall: « Dinac'h merc'h roue ar Romaned, ha hi yaouank-flamm, a reas ar roue Charlez VIII (13 vloaz e oa an Aostrianez, 14 vloaz e oa Anna), ha kemer a reas da bried merc'h an dug Frañsez Breizh evit diwall ar peoc'h e dugelezh Breizh, a oa dezhañ tost penn-da-benn da vare ar feur-emglev, war-bouez kêr Roazhon [a oa o stourm outañ] ha merc'h an dug a oa enni. »
Goude un hir a seziz, hep skoazell a nep perzh, hep esper da zerc'hel ken, e voe digoret perzhier kêr d'ar roue hag e voe graet dimeziñ Anna ha Charlez e chapel ar Jakobined e Roazhon. Goude-se e voe kaset an dugez da gastell Langeais, war lez ar stêr Liger, nepell diouzh Tours.
Euredoù
Lidet e voe an eured e kastell Langeais, e Touren, d'ar 6 a viz Kerzu, goude ma oa dispennet d'he dimeziñ kentañ gant ar pab. Roet e voe gwirioù an daou bried war Vreizh d'an eil ha d'egile. Ma ne vije ket a vab dezho e voe divizet e rankje Anna dimeziñ gant an hini a vije roue war-lerc'h Charlez.
C'hwec'h bugel o doe, nemet o-c'hwec'h e varvjont en-bihan. An hini a vevas an hirañ a oa bet anvet Charlez-Orland.
Dre he dimeziñ e 1491 e teue Anna Breizh da vezañ rouanez Bro-C'hall. En he c'hontrad ez eus skrivet eo graet an eured evit asuriñ ar peoc'h etre dugelezh Breizh, kontelezh Naoned, ha rouantelezh Bro-C'hall.
Pa voe intañvezet e 1498 e tistroas da Vreizh, hag e tizoloas lec'hioù n'he devoa ket gwelet pa oa bugel.
He bugale
Pevarzek bugel he doe Anna, c'hwec'h gant he fried kentañ, a varvas a-raok o zad, hag eizh gant an eil.
Eus an eizh bugel he doa bet gant hec'h eil pried avat ne chomas nemet:
E 1991 e voe lidet pemp-kantvet deiz-ha-bloaz eured Anna Breizh ha Charlez VIII. E Roazhon, a oa bet lakaet seziz dirazi, a oa bet o stourm ouzh an alouber hag ouzh an naonegezh, ne voe graet meneg ebet eus an darvoud.
2014 : Pemp-kantvet deiz-ha-bloaz he marv
Un timbr zo bet graet gant ar post gall en hec'h anv.
Ant. Dupuy, Histoire de l' Union de la Bretagne à la France, 2 vol. de 447 p et 501 p., Librairie Hachette, Paris, 1880.
Arthur Le Moyne de la Borderie, Membre de l' Institut, Histoire de la Bretagne, 6 levrenn in-quarto, Plihon Editeur, Imprimerie Vatar, Rennes 1905-1914.
Hervé Le Boterf. "Anne de Bretagne. Éditions France-Empire, 1976-1996.
Jean-Pierre Legay hag Hervé Martin, Fastes et malheurs de la Bretagne ducale 1213-1532, Editions Ouest-France Université, 435 pages, Rennes, 1982
Geneviève-Morgane Tanguy. "Les jardins secrets d'Anne de Bretagne. F. Sorlot --F. Lanore, 1991.
Collectif d’universitaires des universités de Brest, Nantes, Rennes, Toute l’histoire de Bretagne, dans l'Ile de Bretagne et sur le continent.Levrenn in-8°, 800 pajenn, Skol Vreizh, Montroulez 1996
Georges Minois. Anne de Bretagne. Édition Fayard, 1999.
Geneviève-Morgane Tanguy. "Sur les pas d'Anne de Bretagne. Éditions Ouest-France, 2003.
Collectif "Pour en finir avec Anne de Bretagne". Archives départementales, Nantes 2004.
Didier Le Fur. Anne de Bretagne. Librairie Édition Guénégaud : Paris, 2000.
Jaketa Favreau, Anna Vreizh, Delioù, Landerne, 2005.
↑Skouerioù kemmadur, er yezh komzet, en un anv-lec'h goude an anv Anna a vo kavet e-barzh levr Mikael Madeg, P. Pondaven, Yann RiouAnoiou badiziant Bro-Leon, Emgleo Breiz, 2006, p.47: «Ana(ñ) Dal Ar Chapel (Eusa)», «Anaig Gêrgestan (Plouarzel)» (Kergestan a zo ul lec'h e Plouarzhel).